Canalblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

STAJ AR FALZ 2017

14 août 2017

Krog eo ar staj

Karaez, d'al lun 14 a viz Eost 2017

Hiziv diouzh ar mintin en deus kroget ar staj Ar Falz eus an hañv 2017.

Kalz tud a zo.

Brav eo an amzer.

Plijus eo kaozeal brezhoneg, gant tud hag o oa deuet dija, pe re nevez-deuet !

Gant stajidi al live 4 ez eus bet studiet un destenn bet skrivet gant Yeun Ar Gow.

Stajidi al live 5 a vez o labourat gant bugale, deskiñ a reont rimadelloù, c'hoarioù, kanaouennoù, pleustriñ a reont an distagadur, hag all.

Gallet o deus stajidi an holl liveoù dizoleiñ ar stalieroù kinniget (en o zouez lenn ha skrivañ, kanañ...).

E-pad ar sizhun o do ar stajidi kalz labour, sur !


Karaez, d'ar meurzh 15 a viz Eost 2017

Hiziv diouzh an enderv eo deuet Frañsez Favereau da ginnig deomp e levr nevez-embannet diwar-benn ar c'heltekadurioù.

"Celticismes - Les Gaulois et nous" eo titl al levr-se.

20170815_145010 2

 

Publicité
Publicité
Publicité
Archives
Publicité